An Taol-Lañs - Hapetaeo ?
AL leurenn-lañs evit ar sonerezh a-vremañ kanet e brezhoneg eo “an Taol-Lañs”. Digeriñ a ra al leurenn-lañs ar festival GBB aozet bep daou vloaz. E 2021e Langoned d’an 2 a viz Gouere e oa bet dalc’het An Taol-Lañs diwezhañ. An embann a zeu a vo er memes lec’h d’ar Gwener 30 a viz Even 2023 !
Krouet eo bet an Taol-Lañs e 2007 gant Dazont ar Yezh ha kemeret eo bet e-karg gant Mignoned ar Brezhoneg e 2017 gant ar pal brudañ sonerezh nevez kompozet e brezhoneg.
Tonioù a bep stil a c’hell bezañ kinniget. Met ne vez ket asantet tonioù hengounel, o vezañ ma ‘z eus ur mor a genstrivadegoù evit ar sonerezh hengounel dija.

Tud a n’int ket ezel eus ar gevredigezh a aoz ar genstrivadeg az a d’ober ar juri. Liammet o labour gant ar sonerezh, ar festivalioù pe gant ar brezhoneg.
An drec’hourien ha trec’hourezed a vez heuliet gant Mignoned ar Brezhoneg e-pad bloaz. Profet e vez dezho leurennoù all a-drugarez d’hor c’hevelerien. E 2019 eo bet divizet krouiñ 2 rummad : unan evit an amatourien anvet “Dazont”, an eil anvet “A-vicher” evit ar re zo dija a-vicher pe o deus ar raktres bezañ a-vicher a-benn nebeut.
LOREIDI 2021

Madelyn Ann - Priz kentañ rummad “A-vicher”
Degemer a ra Madelyn Ann ac'hanoc'h en he bed, da veajiñ en he c’hichen. He mouezh ne vez ket ankoueet kentañ ma vez klevet. Ar gitarioù aerel 'zo mesklet brav gant mouezh dous ha galloudek Madelyn. Kan a ra e yezh hon tadoù ha mammoù : brezhoneg !
Selaouit ouzh “Din eo”, stumm akoustik live.

Garlonn - Priz gentañ e rummad “Dazont”
Kanañ a ra Garlonn, gant he gitar pe he zelenn, kanaouennoù folk. Deuet eo ar maout geti evit ar rummad "Dazont" : he c’hentañ leurenn !
Selaouit he c'hanaouenn "Spi" e 2021.

LAKAAT E/HE ANV
N’EO KET DIGOR AN ENSKRIVADURIOÙ EVIT 2023 C’HOAZH 🙂
Rakdivizoù aes evit lakaat e/hec’h anv : ret eo d’an arzour·ez pe d’ar strollad kinnig sonerezh a-vremañ gant pozioù krouet ha kanet e brezhoneg.
Ar strolladoù sonerezh a-vremañ a c’hell lak o anv evit unan eus an daou rummad : “Dazont” (evit an amatourien·ezed) pe “A-vicher”. Da bep strollad da zibab e-barzh peseurt rummad en deus c’hoant koñkouriñ.
Da loreidi/loreadezed ar rummad “Dazont“ eo profet 3 devezh pleustriñ en ur studio micherel hag un devezh evit enrollañ un EP 3 zon masterizet. Ambrouget eo ivez ar strollad gant kevredigezh “Mignoned ar Brezhoneg” a zoug ar raktres e-pad bloaz. Un droiad sonadegoù ‘zo aozet ivez gant gouelioù keveler.
Da loreidi/loreadezed ar rummad “A-vicher” eo profet un droiad sonadegoù war leurennoù brudet e Breizh, poltriji graet gant tud a-vicher evit ar c’hehentiñ. Ambrouget eo ivez ar strollad gant kevredigezh “Mignoned ar Brezhoneg” a zoug ar raktres e-pad bloaz.
Evit gouzout hiroc’h : festival@gbb.bzh
RUMMAD “DAZONT”
Tri devezh pleustriñ en EchoNova— SMAC ha studio micherel e Sant-Teve (56) — hag un devezh evit enrollañ un EP 3 zon masteriset a zo da c’hounit. Ambrouget e vo ar strollad e-pad bloaz gant Mignoned ar brezhoneg, ar gevredigezh e penn Gouel Broadel ar Brezhoneg hag an Taol-Lañs. Un droiad sonadegoù a vo aozet ivez gant gouelioù keveler : deiziadoù kadarnaet en a-raok evit reiñ lañs d’ho strollad !
Leurennoù
Sant-Loup Off (07/2021) e Gwengamp
Tomahawk (10/2021) e Kerien pe Konk-Kerne
Yezhoù ha Sevenadur (Goañv 2021) e Naoned
Abadenn “Naoned e Live” gant Radio Naoned (03/2022)
Gouel ar sonerezh (06/2022) e Brest
Ha war leurennoù all…
RUMMAD “A-VICHER”
Un droiad sonadegoù a vo aozet ivez gant gouelioù keveler brudet : 7 deiziad asuret da nebeutañ !
Ambrouget e vo ar strollad e-pad bloaz gant Mignoned ar brezhoneg, ar gevredigezh e penn Gouel Broadel ar Brezhoneg hag an Taol-Lañs. Bilañs raktresoù ar strollad ha penaos e c’hell Mignoned ar Brezhoneg skoazell anezho a vo graet asambles.
Da c’hounit ivez :
- Poltriji brav eus ar strollad
- Ur video
Leurennoù
GBB 2021 (03/07/2021) e Langoned
Ti ar vro Gwengamp (hañv 2021) e Gwengamp
Festival Deus ‘ta! (10/2021) e Brest
Festival Tan miz Du (11/2021) e Montroulez
Yaouank Bistro (11/2021) e Roazhon
Degouezh ar Redadeg (05/2022) e Gwened
Festival Etrekeltiek (08/2022) en Oriant
GBB 2023 (06 pe 07/2023)
Ha war leurennoù all…
EMGAVIOÙ A ZEU
Sonadeg Madelyn Ann - Priz kentañ 2021
War leurenn gouel degouezh ar Redadeg e vo Madelyn Ann evit lidañ gant an holl ar brezhoneg ! Emgav war porzh Gwened adale 1eur goude merenn.
28 a viz Mae 2022 - Porzh Gwened - Digoust ha digor d'an holl
Sonadeg Madelyn Ann - Priz kentañ 2021
Deuit da brofitañ eus aergelc'h dreistordinal Festival Etrekeltiek an Oriant hag eus tonioù dibar Madelyn Ann d'ar memes koulz !
D'ar 6 a viz Eost 2022 da 2 eur gm - Kae Breizh, An Oriant
12vet Taol-Lañs
Kenstrivadeg sonerezh a-vremañ kanet e brezhoneg