Egin

Priz kentañ

Ur strollad kan, gant 5 den e oa er penn kentañ. Plijus-tre oa bet kavet gant ar juri an daouad kaner o kanañ asambles : Chan Bresmal-Le Mouillour ha Kaou an Davay. Pedet edont bet memes da c’hoari e-kerzh Gouel Broadel ar Brezhoneg 2011 e Kawan (22)!! Dibaoe ez eus bet graet un dibab ganto : dalc’het eo bet gant ar stil met treuzfurmet eo bet en un daouad gant Kaou an Davay ha Mael Guego. Abadennoù kaer ‘vez kinniget ganto ha treiñ ha ra mat ar strollad. Fresk eo ar c’hinnig, plijus ar skridoù dispaket fraez gant ar c’hanour Kaou an Davay. 12 strollad o doa kenstrivet ar bloaz-mañ war plaenenn Kerampuilh e Karaez : Fast-Noise Trade (Camors), Francis Jackson Project (Kawan), Gouez (Coueron), Katellig (Roazhon), Kaou Langoet (Roazhon), Prim (Naoned), Roc’h Traez (Bannaleg), Rock ‘n Diroll (Merlevenez), Skaramaka (Kemper), Tomaz ar Volg ha Mignoned (Bruxelles !)…
sonerion skritell GBB 2023 etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e Langoned