Bodet vez e Gouel Broadel ar Brezhoneg (GBB) bed ar brezhoneg e-pad 3 devezh. Adalek 2025, e tistroio bep-bloaz. En em gavomp d’ar Gwener 4 betek ar Sul 6 a viz Gouere 2025 e Maner Kernod e Mellag e bro Kemperle !
Brezhoneg war al leurenn, er standoù, war ar skrammoù ! Evit kaout plijadur ha teskiñ : ar brezhoneg a vo e pep lec’h ! Lidet ‘vez ganeomp al liesseurted hag ar yezh gant ur spered stourm : brezhoneg yezh ofisiel, setu ar spered ! Neuze degemer mat e GBB !
Produet e Breizh hag e brezhoneg gant ♡
© Mignoned ar Brezhoneg – Pep gwir miret strizh – Menegoù lezennel