Enskrivadur
Lakaat e anv d'an taol-lañs
Digor d’an holl eo An Taol-Lañs. Ar pal eo lakaat da zizoloiñ ho sonerezh a-vremañ krouet e brezhoneg. An holl doareoù seniñ a c’hell bout kinniget, er-maez ar c’hiz hengounel. Setu reolennoù pennañ ar genstrivadeg :
- Eus an testennoù diembann e vo graet stad, dreist pep tra, gant ar juri. Difennet eo adkemer pe treiñ testennoù zo deuzoute dija.
- Ar ganaouenn pe an destenn a vo eilet gant ur benveg pe gant meur a hini.
- Div ganaouenn a vo kanet gant ar strollad d’an nebeutañ (ha ne c’hallo ket e dro war al leurenn padout ouzhpenn 15 munutenn).
- Daou rummad a zo d’al leurenn-lañs : “A-vicher” ha “Dazont” (evit an amatourien·ezed).
profoù
PROFOÙ BRAV DA C'HOUNID EVIT REIÑ LAÑS D'HOR RAKTRES ARZEL !

Deiziad war leurennoù e Breizh hag e Bro Gembre : GBB, Deus’ta, Festival Etrekeltiek an Oriant, an Tafwyl…
Residañs arzel en Novomax ha/pe en Echonova…


Emgavioù micherel gant hon c’hevelerien : Paker Prod, Zef et Mer, Echonova, Tomahawk…
Abadennoù live war radioioù ar vro…


Video ha poltriji evit brudañ o raktres arzel…
Ambroug e-pad 2 vloaz gant ur budjed engouestl evit diorren o raktres…
