Rhapsoldya

Priz kentañ rummad "A-Vicher"

Chomet eo Rhapsoldya (strollad Rap-Rock) e fri war ar gloued siwazh, goude Burtul en doa ur publik stank d’e souten e 2012. Padal eo bet gwelet ar strollad evel maout ar bloavezh-se gant ar juri hag ul lodenn eus an dud. An abadenn hag ur c’hinnig nevez flamm ‘oa ganto, hag ar juri n’eus roet dezho neuze eil priz ar fest. Ur strollad a uhel galite eo. Skridoù deus ar c’hentañ o deus, komzoù stourm a denn d’ar bed ha d’ar brezhoneg, un abadenn gant startijenn ha lusket da vat gant ar c’haner Youenn Roue. “Energiezh ha kounnar, setu ar pezh a vez treuzkaset ganto” a lenner war facebook ha gwir eo ! Ur rap a sko a daolioù penn-bazh kement war ar Stad Parizian, ar mediaoù mainstream hag an industriezh saotrus… Ur garierenn vrav en deus bet ar strollad, bet en estrenvro meur a wech. Embannet o deus ar bladenn “N’int ket deuet a-benn da ziwriziennañ ac’hanomp…” (embanner : Paker Prod) e 2015, resevet ganto 1añ Priz Dazont ar Brezhoneg rummad pladenn ar bloaz gant France 3 hag an Ofis e 2015, mar plij ! An arzourien : Youenn Roue (kan) ; Erwan Moal (gitar tredan) ; Erwan Volant (boud) ; Klet Beyer (taboulinoù) ; Tangi Le Gall-Carre (boest-an-diaoul diatonek).
sonerion skritell GBB 2023 etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e Langoned