Ukan

Priz kentañ

Un dudenn rock ha barok, dilec’hiet ha diamzer eo Ukan. Ganet eo bet diwar ijin Kevin Ruellan. Tost da ved Led Zeppelin (film « The song remain the same »), Stanley Kubrick (Barry Lindon), Philip K. Dick (Ubik)… Dindan levezon rock Saoz ar bloavezhioù 70 emañ e sonerezh. Leun a varzhoniezh ‘zo gant ar c’homzoù. Roll an arzourien⋅ezed : Kevin Ruellan (kan ha klaver), Eric Duchamp alias Trikar Finger (gitar boud), Louise Robart (kan), Gaetan, Camille Carte (taboulinoù). Dre ar c’hevelerezh a zo etre ar festival GBB hag ar Festival Tafwyl, eo bet ar strollad UKAN o seniñ e Kerdiz e Bro-Gembre e miz Even 2019.
sonerion skritell GBB 2023 etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e Langoned