Gimol Dru Band

Priz kentañ

BOUM !! Stered an Taol-Lañs eo bet ar strollad-se, hag ur vrud brazig zo deuet war o lec’h ! Ur seurt Rock-Rap-Punk veze kinniget gant ar strollad mil startijennus-se. Betek 30 deiziad ar bloaz oa ganto, ha buan eo deuet lod da vezañ a-vicher. E vesk ar sonerien vez klevet anvioù deuzoute atav er bed arzel : Kaou Langoet (kaner, trompilh) deuet da vezañ aktour bremañ, Trikar Finger (eus ar strollad “Dans tous les sens du terme”), Klet Beyer (taboulinoù) aktour ha tabouliner er strollad Wicked bremañ, Fañchig Gwenn (rapour), Krista Rios (rapourez war ar sonadegoù kentañ hepken siwazh, donezonet kaer e oa !). En abadenn savet gant Tracks evit Arte ez int bet gwelet ivez (gant ar Ramoneurs de Menhirs).
sonerion skritell GBB 2023 etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e Langoned