Burtul

Priz kentañ

Dibarded ar rock Metal e brezhoneg ! Nerzhus, komzoù farsus, sell aze e 2 c’her penaos deskrivañ ur strollad en deus merket buhez an Taol-Lañs. Nag a gevezerezh er bloavezh-mañ e 2012, rak ar strollad zo bet dilennet gant ar publik just dirak Rhapsoldya. O sonadeg e-kerzh an Erer Kozh 2012 a zo chomet en eñvorennoù : ur gwir show, ‘padal ne oa ket ‘met 3eur goude merenn ! Burtul a zo sur walc’h, evit poent, ar strollad souezhusañ (“excentrik” mar kavoc’h gwell) bet trec’h dre an Taol-Lañs. Un triad diaoulaed ! Fedia Le Grill (taboulinoù) ; Alexandre Alberts (kan ha gitar) ; Quentin Alberts (gitard boud).
sonerion skritell GBB 2023 etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e Langoned