Lunch Noaz

Priz kentañ

Sonerezh a-vremañ levezonet gant ar jazz, soul ha funk a zo kinniget gant ar strollad plijus-mañ, eus Kerne-Izel. Kaset gant Julien Vrigneau (Saxo, bombard) ha gant ar ganerezh-telennourez Maela Le Badezet (en deroù, bremañ e vez kavet ur ganerez all er strollad). Ar juri ‘noa roet ar maout dezho evit kalite an abadenn koulz hag hini ar skridoù savet gant Lors Landat, Malo Morvan ha Yann an Davay. 4 fladenn zo deuet ganto, hag ur red-micher vrav ha bev bepred o deus abaoe 2012. Loreet eo bet o EP er Prizioù 2013. Roll an arzourien⋅ezed e 2012 : Xavier Garabedian (taboulinoù), Victor Simon (gitar boud), Mael Guego (gitar), Bahia El Bacha (gouredbed), Maela Le Badezet (kan, telenn), Julien Vrigneau (saxo, bombard).
sonerion skritell GBB 2023 etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e Langoned