An Taol-Lañs

An taol-lañs

Skiant-prenet e-kreiz ur publik a brezhonegerien⋅ezed

Un doare da skignañ ha da lakaat da zizoloiñ ar sonerezh a-vremañ krouet e brezhoneg eo An Taol Lañs.

Emgav d’ar 4 a viz Gouere 2025 e Maner Kernod !

Leurenn-lañs ar sonerezh a-vremañ kanet e brezhoneg eo. Digeriñ a ra ar fest GBB, aozet bep bloaz bremañ. An emban ma za a vo d’ar Gwener noz 4 a viz Gouere e maner Kernod (Mellag) adalek 6e noz.

Ur raktres sonerezh e brezhoneg a zo ganeoc’h ? Ur strollad gant pozioù e brezhoneg ho pefe c’hoant da ginnig d’ar publik ha d’ar juri ? Lakait hoc’h anv a-raok an 8 a viz Mae 2025 !

Ur genstrivadeg
sonerezh a-vremañ.

Digoret eo An Taol-Lañs da bep seurt sonerion·ezed : pop, rock, rap, ha zoken elektro, rak liesliv eo ar brezhoneg !

An holl doareoù seniñ a c’hell bout kinniget, er-maez ar c’hiz hengounel.

Gwir eo, ur bern kenstrivadegoù evit ar sonerezh hengounel a zo dija. Tud diavaez ar gevredigezh a vez bodet er juri da bep embann ! Liammet o obererezhioù gant ar sonerezh, festivalioù pe ar yezh.

Ur gwir daol-lañs war-zu ar bed micherel eo.

Skoazellet e vez loread·ez ar rummad “Dazont” e-pad ur bloavezh war e/he raktres sonerezh, gant skipailh GBB hag ar juri. Devezhioù enrolladenn zo raktreset e studio an Echonova. Hag evit brudañ an arzour·ez yaouank e vez aozet sonadegoù ha taolioù brudañ.

Kevelerien An Taol-Lañs

Heuliet e vez, e-pad 2 vloavezh, loreidi ha loreadezed An Taol Lañs gant Mignoned ar Brezhoneg. Un droiad a vez profet dezho e festivalioù kevelerien. Daou rummad zo bet digoret e 2019 evit ma vo gant pep hini ur chañs da c’hounit ! Evit amatourien·ezed eo ar rummad “Dazont” ha soñjet eo bet ar rummad “A-vicher” evit skoazell ar sonerien·ezed a-vicher. Evito da lañsañ o raktres sonerezh en un doare micherel.

GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025