Tournamant foot

Ni zo laouen bras d’ho pediñ e :
TOURNAMANT MELL-DROAD ofisiel GBB 2023 ! Da geñver fest S.Pêr / S. Paol aozet gant kevredigezhioù Langoned.
Tournamant “SIXT” – 7 c’hoarier goulennet dre skipailh. Paotr/palc’h. Bugale degemer mat ivez.

E pradenn ar Sportoù e Langoned (hent Kêr-yves). GPS : 48.11156124623788, -3.4939899460288273

Degemer adalek 1e G.M : boued, tavarn war blas gant kevredigezhioù Sport Langoned (Entente sportive de Langonnet, Golf Nature Langonnet)!

Lañset vo an tournamant gant sonerien brudet ar Vro : Dom Poulergwen ha Paskal Salvar ! Lañsañ an tournamant da 2eur Plomm ! Betek 5 pe 6eur d’ar muiañ.

Emañ aozadur GBB o klask war lec’h tredeoged a oar brezhoneg ivez. Skrivit da contact@mignoned.bzh

Enskrivadurioù :
Ar bloaz-mañ e vo strollet an enskrivadurioù gant Yoann Nenez, kenurzhier evit klub mell-droad Langoned. Respontit e galleg, ne gomz ket bzg!
nenez.yoann@gmail.com – 06 87 96 62 15

Tachenn Sport

Sadorn 01.07

13 : 00

digoust

sonerion skritell GBB 2023 etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e Langoned