Tournamant Golf Langoned VS Breizh a-bezh

Langoned Golf Cup : “Tournamant golf : Langoned VS Breizh a-bezh”.

Klask a reomp 9 golfour·ez d’an nebeutañ (18 e vefe dreist!) a c’hell bout gant skiant-prenet evit enebiañ skipailh Langoned. An dud o tont eus ur c’hlub breizh zo degemeret mat. Dispar e vefe kaout brezhonegerien·ezed, met n’eo ket dre ret. Ma ‘z eus trawalc’h a dud, c’hoariet e vo dre zaouadoù war 9 toull.

Titouroù pleustrek :
8€ dre c’hoarier·ez
Match-play war 9 zoull
Reolennoù lec’hel
Tachenn sport Langoned, la Sapinière, Chemin de kêr Yves, 56 630 Langonnet

Programm :
1e30 – Degemer ar c’hoarierien·ezed ha kinnig hentad ar sapineg
2e – Krog ar gourenerezh e shot-gun
5e – Reiñ ar prizioù tro-dro d’un digor-kalon profet

Evit en em enskrivañ pe kaout muioc’h a ditouroù :
golfnaturelangonnet@outlook.fr
06 50 43 95 12

Tachenn Sport

Sul 02.07

13 : 00

digoust

sonerion skritell GBB 2023 etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e Langoned