Gouel St Per – St Paol

Ar bloaz-mañ e vo dalc’het Gouel St Per ha St Paol memes koulz ha GBB er bourk. Ur gouel a-bouez evit tud ar vro !

Da vintin e vo un oferenn en iliz da 10eur penn-da-benn e yezh ar vro!
Liammet gant GBB e vo tu kavout enno abadennoù sport a bep seurt e brezhoneg : golf, mell-droad, c’hoarioù breizh ha bouloù breizh digor d’an holl war an dachenn sport. Boued a vo war al lec’h. Gwelloc’h eo en em enskrivañ en a-raok evit ar golf hag ar vell-droad. Pep sport zo digor d’an holl, kemmesk hag enlaka.

Enskrivadurioù :
– melldroad : nenez.yoann@gmail.com – 06 87 96 62 15
Gwelloc’h eo en em enskrivañ dre skipailh 7 c’hoarier·ez evit ar foot. Klokaet e vo ar skipailhoù war al lec’h

– golf : golfnaturelangonnet@outlook.fr – 06 50 43 95 12

– bouloù Breizh : enskrivadurioù war al lec’h – 10€ dre skipailh – tournamant “en doublette”

Tachenn Sport

Sadorn 01.07 | Sul 02.07

13 : 00

digoust

sonerion skritell GBB 2023 etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e Langoned