Hon engouestloù
Ouzhpenn ur festival hon eus c’hoant da aozañ. Lakaat an arvesterezed hag an arvesterien da vevañ ur mare en ur bed a fell deomp gwelet eo pal GBB. Ur bed lec’h ma c’hell ar re yaouank hag ar re gozh bevañ ha komz e brezhoneg eus a-bep seurt traoù evel just, hag ivez lec’h ma vez doujet ouzh mab-den, ouzh ar merc’hed hag ouzh an endro. Ur bed lec’h ma vez soñjet eo penn ar sevenadur.
Hor yezh
“Yezh ar bobl, yezh ar vro” a zo unan eus luganioù GBB. C’hoant hon eus da ziskouezh kement-tra a ‘z eus tu ober e brezhoneg hiziv an deiz :
- Krouiñ oberennoù arzel a-vremañ a fell deomp lakaat da zizoleiñ : sonerezh, c’hoariva, sinema, poltiji…
- Kaozeal diwar a-bep seurt temoù da vare taolioù-krenn aozet gant tud arbennik : ekonomiezh, lennegezh, ekologiezh, politikerezh…
- Bezañ en e vleud en e gorf hag en he bleud en he c’horf : Setu perak e vez aozet un tournamant mell-droad, abadennoù yoga, kentrivadegoù paledoù
- C’hoari ! Gant c’hoarioù koat, war ur c’hastell c’hwezh, gant echedoù, en un escape game…
- Labourat. 90% eus ar youlidi a gomz brezhoneg pe emañ o teskiñ (ya ‘vat ! Labour a-youl vat ‘zo labour atav. Ha kalz labour ‘zo me lar deoc’h). Lod vrasañ ar re a-vicher a labour ganeomp evit aozañ ar gouel a labour e brezhoneg war ar pemdez.
Brezhoneg, yezh ofisiel e Breizh a fell deomp. Un doare eo GBB da lakaat ar pal-se da wir e-pad un dibenn sizhun !

Kevatalded merc’hed-paotred
Re alies e vez gwalgaset ar merc’hed er gevredigezh hiziv an deiz c’hoazh. Feulster a c’houzañvont, nebeutoc’h e vezont paeet eget ar baotred pa reont ar memes labour, a-gostez e vezont laosket e postoù galloud ar gevredigezh (embregerezhioù, politikerezh, kevredigezhioù…), kalz nebeutoc’h a arzourezed a vez pedet war al leurennoù…
Plas ar merc’hed er bed sevenadurel
Diwar ur studi savet gant an aozadur ken brudet er bed sevenadurel hag anvet SACD¹ da vare ar bloavezh 2016 ne seblante ket niverus a-walc’h ar maouezed er bed-se. Hervez ar sifroù degaset gant ar studi-se ne oa ket tizhet ar barelezh er postoù a renerezh e bed ar programmiñ, e bed ar c’homisionoù, er c’hoariva. Fall-tre e oa ivez ar sifroù diwar-benn ar seveniñ filmoù. N’eus nemet bed ar c’hleweled a ginnige peadra da frealziñ hor c’halonoù da geñver an dachenn-se. Ma chomomp hepken troet ouzh ar fed broadel-mañ ‘barzh bro Frañs n’hon eus ket da vezañ fier-ruz, ouzhpenn-se evit ur republik a vez boaziet da reiñ kentelioù. Dre chañs ‘ba Breizh omp boaziet bremañ o welet maouezed kemer perzh er vuhez sevenadurel : Añjela Duval, Filomena Cadoret, ar C’hoarezed Goadec o doa pouezet er gevredigezh ur mare zo. Bremañ e c’hallomp kontañ war arzourezed-barzhezed evel Rozenn Talec he doa savet tro-dro dezhi he strollad sonerezh Talec ha Noguet Quartet, Annie Ebrel, Marthe Vassalot ha Nolwenn Buhe a zo paouez sevel ur raktres arzel Klew hor bo plijadur da zizoloiñ e-pad Gouel Broadel ar Brezhoneg 2021. Gant an heuliadenn Zero Lastez sevenet gant Perynn Bleunven ha Justine Morvan e teu ur fulenn ouzhpenn. Gwelet seurt raktresoù a lak maouezed a gas raktresoù da benn n’hall nemet reiñ kalon d’ar re all…
E.O.
Ur bodad nevez savet evit GBB2021 : bodad kevatalded merc’hed/paotred !

Setu ar bodad nevez ha fresk a zo bet krouet evit prederiañ diwar-benn plas ar merc’hed er gouel ha lakaat traoù e plas evit diwall ouzh ar feulsterioù jener, evit ma vo plijus GBB evit an holl ! Sikouret omp bet gant ar gevredigezh Difenn, mersi bras dezho !
Liesseurt eo palioù ar bodad-se :
- embann splann talvoudoù ar gevredigezh hag ar festival e-keñver ar gevatalded merc’hed/paotred hag ar fed ne vo ket asantet emzalc’hioù dizereat
- dibab palioù da dizhout e-keñver an niver a verc’hed e pep rummad (arzourien⋅ezed, tud a-youl vat, tud e penn ar skipailhoù, hag all hag all) evit bezañ sur ez aio war-raok a vloaz da vloaz
- lakaat traoù e plas evit diwall ouzh ar feulster a-enep ar merc’hed war ar gouel : ne vo asantet emzalc’h dizereat ebet ! (“Ket = Ket, Ket + Ket = Ket, Ket + Ket + Ket =… KET c’hoazh !”)
“Ar gouel ‘zo mat, an doujañs ‘zo tad”

An endro
Unan eus perzhioù ar vevlieseurted eo al lieseurted yezhel. Doujañ ouzh hon endro, chom hep saotrañ, beveziñ lec’hel a fell deomp ober da vare GBB eta. Daoust ma goust keroc’h an hent-se a-wechoù c’hoazh, hon eus dibabet :
- Pourveziñ ar fest gant energiezh nevezadus, kevelourel hag eus ar vro. Gant Enercoop Breizh e vez prenet an tredan.
- Kinnig boued bio evit an darn vrasañ hag eus ar vro;
- Digreskiñ hol lastez ha diveskañ anezho. Abaoe 2015 dija ne ginnigomp ket mui gobeledoù plastek da lakaat er boubellenn met gobeledoù plastek kalet hag a zo tu adimplij meur a wech. E 2019 hon eus kinniget deoc’h nemet loa fourchetez ha kontilli tir evit chom hep implijout reoù plastek hag an holl asiedennoù oa e faieñs pe e kartoñs. Chom a ra labour deomp evit bezañ ur festival “lastez ebet” met gant ho skoazell e c’hellomp mont pelloc’h.
- Broudañ ar c’henweturiñ. Gouzout a reomp n’eo ket aes mont da Langoned gant ar c’harr-boutin. Gant an arload bev.bzh ez eus tu kavout tud prest da ranañ o oto evit mont d’ar fest.
Souten ar grouidigezh
War unvanekaat ez a ar Bed, ar sevenadur hag ar sonerezh. Amañ e Breizh ez eus arzourien·ezed koulskoude o krouiñ e brezhoneg sonerezh dibar hag a-vremañ. Dre an Taol-Lañs e fell deomp reiñ tro dezho da bignat war al leurenn ha da seniñ dirak muioc’h-mui a dud. Siwazh eo re verr ar festival evit pediñ kement arzour.ez a blijfe deomp. Ur programm kempouez a glaskomp sevel daoust da se evit plijadur an holl : sonerezh sonet ha kanet, gant binviji pe elektro, da selaou ha da zañsal !
Bep tro e pedomp ivez ur strollad eus an estrenvro. Un doare da zizoleiñ livioù nevez ha da greñvaat an darempredoù evit ar pobloù minorel e Europa: Okitania, Bro-Gembre, Katalogna…
Heuliañ a reomp evezhiadennoù fur Levr gwenn ar skignañ arvest bev evit kinnig d’an arzourien.ezed ar gwellañ aozioù labour posupl. Soñjal a reomp eo an Arz, ne vern peseurt stumm, a zo penn evit Mab-den hag evit bevañ asambles er gevredigezh. Dellid a ra ar re a zegas, a grou, a skign anezhañ bevañ war oc’h obererezh !

Adlec’helañ an ekonomiezh
Labour vat a vez graet gant tud ar vro ! Perak mont da glask produioù pelloc’h? Artizaned.ezed ha koñversanted.ezed ar vro a zibabomp evit pourveziñ ar fest :
- Bier eus D’istribilh e Plouider ha Coreff e Karaez
- Chistr Plougastell
- Kafe L’hermine gourmande Gourin
- Boued Biocoop An Oriant, Baraer Gourin ha Langoned, bleud an ispisiri “De la cave au jardin” eus Langoned, Tineller Cosperec e Langoned
- Graferezh gant Mascara Design en Oriant
- Moulañ skritelloù ha programmoù gant Impri’Plast e Gourin
- Ticheurtoù ha chupennoù gant Stered e Roazhon
- Feurm sono gant Galloud eus Mur…
Un arouez pouezus : Bank Broadel ar Brezhoneg hag al lurioù
Istorel eo : war Gouel Broadel ar Brezhoneg e vez peaet gant lurioù Bank Broadel ar Brezhoneg !
Al lurioù kentañ oa bet embannet e 1993 evit Gouel Broadel ar Brezhoneg e Speied. Siwazh n’eus ket mui eus ar bilhedoù-se etreget e teñzor an dastumerien ha dastumerezed. Implijout a reomp bilhiji embannet er bloavezhioù 2010 a zo bet treuzkaset deomp gant aozerien.ezed Gouel Broadel ar Brezhoneg Kawan hag ar re embannet gant Mignonedar Brezhoneg e 2017.
Arouez hor c’hoant adlec’helañ an ekonomiezh an hini eo.