Debriñ

Meur a lec’h a zo war ar gouel evit debriñ (ha debriñ mat). Krampouezh, kig dañvad rostet, fritez ha silzig. Ar re na zebront ket kig ne vezont ket disoñjet (bara pok-ha-pok gant legumaj rostet, krampouezhenn gant fourmaj pe ur vi, pe an 2).

Paeañ

E Bilhederezh hag e Ti-bank ar gouel e vo moaien deoc’h paeañ gant pep doare : kartenn-vank, chekenn pe moneiz. Ho pilhiji e c’helloc’h prenañ en a-raok evit mont buanoc’h d’ar gouel war Helloasso ! E kreiz-kêr Langoned e vez kavet ur bilhedaouer (Kef al Labour-douar). War ar gouel e vo graet gant Lurioù hepken. Moaien ‘vo deoc’h eskemm hoc’h euroioù e Ti-bank ar gouel.
gens heureux danse GBB langoned

Publik

Donemat da bep hini e GBB ! Programm ar gouel a zo leun a abadennoù, c’hoarioù ha sonadegoù gouestlet ivez d’ar vugale ! Ne vo asantet feulster ebet na diforc’hidigezh ebet ! Lennit hor c’harta doujañs amañ.

Tud nammet

Plasoù parklec’h tost ouzh mont-tre ar festival a vo miret d’ar re a zo ur gartenn mont-dont enperzhiañ (CMI) ganto ivez.

Privezioù a-zoare a zo e sal ar gouelioù hag e mediaoueg Langoned.
Taol grenn ar mintin e yezh ar sinoù troet war ar prim e brezhoneg. Taolioù krenn all troet war ar prim e yezh ar sinoù (LSF). Un abadenn evit ar vugale e Yezh ar sinoù (Klew Poupon).

public arvesterien GBB foule concert spectacle

Kenweturañ

Aliañ a reomp deoc’h kenweturañ evit doujañ ouzh an endro. Ar gwellañ tra eo evit beajiñ, eskemm e brezhoneg, paeañ ha saotrañ nebeutoc’h. Kit war Bev.bzh evit kavout un oto leun a vrezhonegerien pe brezhonegerezed ! Bez’ ez eus ivez ur bajenn “darvoud” GBB war Mobicoop.

Tud a-youl vat

C’hoant ho peus profañ amzer labour da GBB? Bevañ ar fest e-kreiz ar jeu? Posubl eo, kavet e vez an holl ditouroù war ar bajenn-mañ ☞

Kavout bod

Le jardin des érables20km eus kreiz-kêr
Read More
Chomlec'h : Marta, Bené
Darempred : 02 97 34 25 58
Chez Louisette9km eus kreiz-kêr
Read More
Chomlec'h : 24 rue des Cendres, Le Faouët
Darempred : 02 97 23 22 61
Hélène et Julien ASH11km eus kreiz-kêr
Read More
Chomlec'h : Guernanic, Gourin
Darempred : 02 97 23 44 13 / 07 81 25 10 67
Joëlle Libé11km eus kreiz-kêr
Read More
Chomlec'h : 15 rue de Carhaix, Gourin
Darempred : 02 97 23 58 36 / 06 84 79 05 45
Gîte des montagnes noires11km eus kreiz-kêr
Read More
Chomlec'h : 24 place Stenfort, Gourin
Darempred : 02 98 59 42 16
Previous
Next