Staj Kan ‘barzh an Dañs

Deuit’ta d’ober ur staj kan ‘barzh an dañs disul vintin e-pad GBB ! Buhezet e vo an atalier gant Alex Landeau ha Marie Verveur a vo adkavet d’enderv war leurenn ar fest-deiz. Un doare da zeskiñ gant kanerien a-feson penaos lakaat ho mouezh da vout klevet e-kreiz an dañs. priz : 20€ priz den a-youl vat : 10€ lakait hoc’h anv mar-plij en ur kas ur postel da : festival@gbb.bzh

Skol Langoned

Sul 02.07

10 : 00

mont-tre gant ur bilhed

sonerion skritell GBB 2023 etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e Langoned