Modkozmik & Annie Ebrel

N’int ket koz mik e mod ebet ! Mes Kosmik dre o sonerezh ya vat ! Yann Ewen Lharridon ouzh ar c’han hag ouzh ar saxo ha Louri Derien o kanañ hag o soniñ trombilh. 2 ganour, tal ouzh tal a sko gant o brezhoneg plaset mat ! Ar pozioù zo stlapet evel ur gwir battle etre an daou baotr o gasketennoù. E kreiz, an trede lañfre : Clement Dallot zo ouzh ar c’hlavier. An disoc’h : Sonerezh « estrenien douar » plaset kaer hag a swing da vat. An dañserien vo tapet en dañs-trañs a dra sur, rak ar bloaz mañ sell aze ur c’henlabour dreis-ordinal kinniget deoc’h : Annie Ebrel kanourez Bro Kallag vo ‘bar ar jeu ! Gant e teknik, he repertoer ha liv brudet he brezhoneg kaer e tizoloimp amañ frouezh ar c’henlabour-se. Mall warnomp gwelet ha klevet se !



Leur Ñ

Sadorn 01.07

00 : 15

mont-tre gant ur bilhed

sonerion skritell GBB 2023 etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e Langoned