Me n’in ket da Bariz

Dont a raio Strollad Forst Fouen da ginnig deomp “Me, n’in ket da Bariz !”,ur pezh-c’hoari bet skrivet a-nevez ganto diwar ur skrid gant Maria Prat (bet ganet e 1906, hag hi skrivagnerez brezhonek ha brudet-tre e Bro-Dreger). Tamm-ha-tamm, a-hed an abadennoù pleustriñ, o deus izili ar strollad azasaet an istor ijinet ganti,imor vat enno daoust da reuzioù ar c’hovid ! Petra eo an istor ? Sorc’henn vras Lena, merc’h Jakez, eo kuitaat an ti-feurm familh ha dont da vezañ ur “barizianez” o vont da vevañ gant hec’h amourouz Tugdual a zo ijinour e Pariz. Met he zad a zo intañv ha ne fell ket dezhi e lezel e-unan. Goulenn a ra gantañ dont ivez da Bariz da vevañ ganto. Evitañ, anv ebet da guitaat e feurm, e loened hag e liorzh…

Ne oa ket dav ouzhpennañ tra ebet evit daoubennañ an darempredoù e-touez an dud tro-dro dezho…Ha darvoudoù e-leizh da heul…

Leurenn Ꝃ

Sadorn 01.07

14 : 00

mont-tre gant ur bilhed

sonerion skritell GBB 2023 etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e Langoned