Skignadenn sinema

Un dibab filmoù e brezhoneg, evit an dud a-oad hag ar vugale a vez kinniget deoc’h e-pad GBB :

14:00
Me Kourjetenn
N’eo ket Kourjetenn ul legumaj met ur paotrig kalonek. Pa vez kollet e vamm gantañ e kred ar paotr emañ e-unan er bed. Met kejet e vo gant tud nevez en oaled evit ar vugale. Simon, Ahmed, Jujube, Alice ha Béatrice : pep hini en deus un istor dezhañ drouk ha tener. Hag ar plac’h-mañ zo ivez, Camille. Da zek vloaz, kaout ur strollad mignoned, bout e karantez, kalz traoù zo da zizoleiñ ha da zeskiñ. Ha perak pas, ivez, bezañ eürus.



15:30
Re ar Menez
War Menez Du, e Menez Are, en emsav paotred ha merc’hed a-enep staliañ ur stign adkas nepell diouzh o zi-feurm bio. Gant ar stourm-mañ e vez gwelet ur stourm hollek evit un doare bevañ. Enkorfet eo er boazioù liammet gant an douar hag an dañs hag ar yezh. Treuzkaset eo d’ar vugale ar frankiz da vezañ desavet e kreiz an natur. Ha gwelet e vez bremañ gant youl an annezidi da virout o gwirioù ha da zibab evit an douar e-lec’h m’emaint o vevañ.

17:30
Troiad filmoù “Menez Are”
3 film a vo kinniget deoc’h etre faltazi, barzhoniezh ha klip. An holl a zo liammet gant menezioù Are.
– “Ma zamm kroc’hen n’eo ket da werzhañ” : krouet gant Kaou Langoët ha Miguel De Brito gant Bernez Tangi.



– “Termaji” : krouet gant Avel Corre, ken skrivet gant Gaëlle Douel hag Avel Corre. Gant Manuella Flouriot ha Kaou Langoët.


– “Anna Jaouen” : krouet gant Maël Diraison

Mediaoueg

14 : 00

mont-tre gant ur bilhed

GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025