Sioul evel ul logodennig, seder evel ul laouenanig. Grit anaoudegezh gant ar Qi gong (displeget “tchi kong”) gant Arno. Un arz korf eus bro Sina evit degas sioulder ha sederidigezh an hini eo. Abadennoù 30 munutenn ‘vo etre 2e ha 4e gm d’ar Sadorn dirak an iliz (gant ehanoù 15 munutenn etre pep abadenn).