Bugale Kreiz Breizh

Bugale Kreiz Breizh a vod 300 bugel o kanañ asambles ! Tro-dro 12 skol eus Kornôg Kreiz Breizh a gemer perzh bep eil bloaz er sonadeg (Karaez, Groñvel, Gourin, Langoned, Ar Faoued, Mael-Karaez, Ploue, Rostrenenn, Skaer, Kastel-nevez…). Ur raktres pedagogel a-bouez eo ar sonadeg-mañ evit an hentennoù divyezhek (Diwan, Divaskell, ha Divyezh). Pouezus eo an darvoud-mañ ivez evit brudañ ar c’helenn e brezhoneg e Kreiz Breizh. Kanet e vez gant ar vugale tonioù a bep seurt : kanaouennoù hengounel met ivez tonioù etrevroadel mil vrudet bet troet hag azasaet e brezhoneg evit Bugale Kreiz Breizh.

Leur Ñ

Sul 02.07

16 : 00

mont-tre gant ur bilhed

sonerion skritell GBB 2023 etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e Langoned