Dixit

E Roazhon, kêr ar studierien ha buhezek-mat eo bet ganet triad DIXIT. Entanet gant ar sonerezh hengounel o deus Klervi, Sterenn ha Morgane liammet o fersonelezhioù evit sevel un triad dibar leun a startijenn. An 3 sonerez a ergerzh sonerezh Breizh hag a skign e livioù eus ar re flammañ betek ar re zousañ evit ar gavotenn pe bal paluder ar fest-noz o tont.

Leur Ñ

23 : 00

mont-tre gant ur bilhed

GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025