Krismenn & Shamoniks

Sell aze un daouad a live “etrevroadel” ! Krismenn, rapour brezhoneger brudet e Breizh a genlabour bremañ gant an Dj Shamoniks o tont eus korn bro Kerdiz, e Bro Gembre. Savet o deus o zaouad e-mesk an darvoud anvet Kann an Tan, savet gant Trac Cymru e Bro Gembre, ar Festival Keveler da GBB : An Tafwyl ha gant labour liammiñ an arzourez Lleuwenn Stefan. En abadenn emañ Krismenn o rapiñ pe o kanañ mod hengounel war Beat an Dj Shamoniks. Nerzhus ha fresk an abadenn, ni lar deoc’h. Da zizoleiñ e penn an noz d’ar Sadorn 1añ a viz Gouere war Leurenn Ꝃ.

Leurenn Ꝃ

Sadorn 01.07

02 : 15

mont-tre gant ur bilhed

sonerion skritell GBB 2023 etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e Langoned