Kanour Noz

Kanour noz oa an anv roet gant tud Kerroc’h ur gêriadenn vihan e-kichen Plañvour, d’ur pesketour boazet da ganañ d’an noz a-bezh pa veze war vor… Dizoloet he deus Elodi Jaffré e oa an den-mañ Louis Le Hirez e anv (1907-1983) he goureontr. C’hoant he deus bet ar ganerez da sevel un abadenn war buhez ha doareoù ar paotr-mañ. Ijinet he deus ur bourmenadenn noz hag ur bed tro-dro dezhañ, e-bourzh e vag e-unan e-kreiz ar meurvor gant e vouezh. Skrivet eo bet ar c’hrouidigezh-mañ gant an delennourez Awena-Lucas ha kontrebasour Yann Le Bozec.

Leurenn Ꝃ

Sadorn 01.07

17 : 30

mont-tre gant ur bilhed

sonerion skritell GBB 2023 etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e Langoned