Kaolila

Kaolila a ginnig tonioù fromus pe strafuilhus, ganto blaz sall ar strinkadoù -mor, blaz taouarc’hek ar whisky, a-wechoù skrilh ar grilhigoù-gwez petramant strakoù an tan dindan al lennoù skornet.​ Kanaouennoù skrivet e brezhoneg gant Gege Gwenn, pozioù lakaet war sonioù krouet ha kempennet gant ar strollad. Enno e vez enoret ar maouezed, ar re anavezet gant an istor, ar re a gaver el levrioù kement hagar re dianavezet mik a weler er straedoù ha peurliesañ na glever ket. Da zizoleiñ e festival GBB !

Leur Ñ

Sadorn 01.07

18 : 30

mont-tre gant ur bilhed

sonerion skritell GBB 2023 etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e Langoned