STERVINOU / BROUSTAL

Kizellet o c’harantez ouzh gavotenn ar Menez eo gant startijenn e kas Anjela Broustal ha Gwennan Stervinou an tonioù ! O dañs muiañ karet an hini eo. O skiant war “lakaat an dud da zañsal” bet tapet dre an treuzkas a rumm da rumm a ro tro dezho da ganañ testennoù a-vremañ memestra. O livsonioù-mouezh a ya gant tres dibar ar ganerien.ezed pobl. Distagañ a reont unsonioù da lakaat tarzhañ paotr-saout ur gitar-boud. Tonioù a-boz gouez, da lakaat tridal kalon tud kalet pe tener o ene. Dre ur galv nerzhus e vezer pedet gant merc’hed ar Menezioù Du da ruzañ ho potoù. Pe vefec’h mous pe mailh war ar plañchod e vo skoet ho tivskouarn gant ur c’han-ha-diskan hardizh, koroll faro.Gant Anjela ha Gwennan ne baro ket ho selloù ouzh ho treid, bezañ mezevellet gant al lusk ne lâran ket ! Hir hir!

Leur Ñ

27/06/2026

00 : 00

mont-tre gant ur bilhed

GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025