GBB KOMEDI KLUB

E mesk an abadennoù nevez a vo kavet war Gouel Broadel ar Brezhoneg ar bloaz-mañ, e ‘z eus ar GBB Komedi Klub. Petra eo ar GBB Komedi Klub ? Surawalc’h ho peus bet tro da wellet ar Brezhoweb Komedi Klub ? Da heul an enrolladenn kentañ, ar c’hoant hon eus bet da ginnig un eil leurenn evit ar “fent e brezhoneg”. Hag evit bout resisoc’h c’hoazh, evit ar “Stand-up e brezhoneg”. Meur a zen a dremeno war leurenn bihan GBB evit kontañ istoerioù fentus zo c’hoarvezet dezho. Un taol-aesae e vo evit lod anezho ! Buhezet e vo an abadenn get an daouad Manu Mehu ha Lors Jereg ! Ar pal ? Lakaat muioc’h a fent ba’ buhez an dud evel-just ! Met ivez, reiñ c’hoant ha fiziañs d’ar brezhonegerien.ezed evit en em lañsañ ha neuze krouiñ ur gwir rouedad evit leurennoù Brezhoweb ha GBB (ha muioc’h c’hoazh !), ha gellet kendec’hel da ginnig d’ar publik seurt abadennoù en dazont !

Leurenn Ꝃ

27/06/2026

16 : 00

mont-tre gant ur bilhed

GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025