300 bugel o kanañ asambles e brezhoneg, lusket gant ur strollad sonerien a-vicher ! Kanaouennoù hengounel pe a-vremañ troet e brezhoneg a zo bet desket e pad ar bloavezh skol gant 13 skol tro-dro Kemperle hag An Oriant. Kaer e vo an disoc’h, sur a walc’h ! Klevet e vo kanaouennoù Edith Piaf, Johnny Clegg, Youenn Gwernig, Alan Stivell, Jimmy Cliff, ha tonioù hengounel.