PENAOS KAS AL LENNEGEZH VREZHONEK WAR-RAOK ?

Pelec’h emaoc’h lennerien·erezed ? Keleier gwall nec’hus a vez klevet diwar-benn al lenn e brezhoneg. Nebeutoc’h-nebeutañ e vefe lennet e Breizh koulz hag e lec’h all. Ne glotfe ket mat al levrioù kinniget gant c’hoantoù hol lennerien. Desachet e vefe ar grennarded·ezed gant ar skrammoù ha n’eo ket gant al levrioù. El lagenn e vefe an embannerien vrezhonek. Ha gwir bater eo kement-se ? Ma, penaos emañ kont e gwirionez gant an embann, al lenn hag ar skrivañ e brezhoneg ? Ha petra a ranker gwellaat pe krouiñ evit kas hol lennegezh war-raok. Klasket e vo degas respontoù nevez gant perzhidi an daol-grenn ha dre an divizoù gant ar saliad lennerien.

Sal diskouezadeg

28/06/2026

14 : 00

mont-tre gant ur bilhed

GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025
GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025