Cheñch a ra lec’h “Bugale Kreiz-Breizh”, degemeret e vo ar raktres “Bugale GBB” e Maner Kernod e Mellag evit ur sonadeg d’ar Sul 6 a viz Gouere 2025. Bodet e vo war al leurenn ar skolioù e brezhoneg deus an 3 rouedad Diwan, Div Yezh ha Divaskell evit un abadenn kanet e brezhoneg, eilet gant ur strollad sonerien a-vicher. Lañset e oa bet ar raktres gant Jonathan Dour, soner e 2012 e kreiz-breizh gant ouzhpenn 300 bugel war al leurenn.