Un triad sonerion lies-benvegour eo TAN. Entanet gant sonerezh keltiek, met ivez gant ar brezhoneg hag ar c’hembraeg. Anavezet mat eo Eliott Armen war al leurenn folk ha zegas wirionez da bep ton sonerezh gant e c’hitar, e piano hag e vouezh. Gant Yurie Hu e vez degaset ul liv a-vremañ o pinvidikaat ar strollad gant he barregezhioù violoñserez, altourez, kanerez hag he doare krouiñ war ar prim. Garlon eus he zu, a gan e brezhoneg drest-holl hag ambroug a ra an triad gant an delenn geltiek hag ar fleüt-treuz o gwriziennañ sonerezh TAN barzh an hengoun. Ganet eo bet TAN tro-dro d’ar sonerezh hag ar yezhoù keltiek, gant ar c’hoant meskañ an hengoun hag ar vodernelezh.