Eus ar c’hakao d’ar chokolad Liammet eo an diskouezadeg gant an abadenn c’hoariva Kakaw hag a vo d’ar Sul 2/07 e GBB. Displeget e vez en diskouezadeg istor ar favenn gakaw, eus kentañ implijoù gant ar bobl Maya betek an implijoù a-vremañ ha kaset d’al labouradegoù hiziv an deiz. A-raok bezañ ur madig lipous e oa ar c’hakaw ur moneiz, ur frouez, ul lid. Kavet e vez anezhañ e touez an engravennoù rak-spagnol milvedoù kozh.
Daoust da-se eo kresket gwerzh ar c’hakaw en ur mod spontus ha lakaet diaes an endro, ar broduktourien ha produktourezed hag o familh. Doareoù all d’ober a zo koulskoude gant ar c’hoñvers reizh da skouer.