Leurenn-lañs ar sonerezh a-vremañ kanet e brezhoneg eo. Digeriñ a ra ar fest GBB, aozet bep eil bloaz. An holl zoareoù seniñ a c’hell bout kinniget, er-maez ar c’hiz hengounel. Loreidi ha loreadezed An Taol Lañs en daou rummad a c’hoario d’ar Gwener noz. Profet e vo d’an arzourien·ezed er rummad a-vicher un droiad sonadegoù paeet evit al lodenn vrasañ. Posubl e vo neuze adkavout anezho war leurennoù braz Breizh hag ivez e estrenvro.