Kinnig-labour evit GBB 2023

31/01/2023

Emañ ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg o klask ur skoazeller·ez evit kenurzhiañ GBB. Aozet e vez gant ar gevredigezh Mignoned ar brezhoneg ar festival GBB bep eil bloaz e-pad tri devezh. E 2023 e vo ar gouel e Langoned etre an 30 a viz Mezheven hag an 2 a viz Gouere. E-touez palioù ar post labour, ez po d’ober war-dro : · Skoazell sevel skipailhoù tud a-youl vat (tuta, sevel an implij-amzer, kelaouiñ) ha kemer perzh d’ar standoù kelaouiñ e Langoned. Degemer ar re a-youl vat e-pad ar gouel. Sevel ur bilañs. · Skoazell aozañ ur marc’had artizanel ha buheziñ war kêriadenn ar c’hevredigezhioù anvet “kêriadenn ar brezhoneg” : heuliañ en enrolladennoù, kenaozañ an abadennoù, raksoñjal an ezhommoù a-fed tud ha dafar… · Kemer perzh er festival evit ma tremenfe pep tra vat. Deiziad kregiñ gant al labour : 17/04/2023 Kevrat termenet 3 miz, 35 eurvezh dre sizhun
sonerion skritell GBB 2023 etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e Langoned