arvester·ezed
1000
en Taol-Lañs
0 loread·ez
devezh
0
stal
0
den a-youl vat
0
bier
1000 litrad
azour·ez
0
labour
0 eurvezh
Previous
Next
Gant an Taol-Lañs eo kroget ar fest d’ar Gwener d’an noz. Prientet oa bet pep tra er goudor benn ar fin, goude ma vefe bet stourmet gant an dud a-youl vat a-enep an avel foll. C’hwezet ‘n eus an avel a-uz da 100 km/eur a-hed an devezh, pez ne oa ket al leurenn hag an teltennoù evit gouzañv en diavaez. Tomm eo bet an aergelc’h e sal ar gouelioù evit selaou an 8 strollad yaouank o kenstrivañ.
Gant Perynn hag Elise eo aet ar maout evit ar rummad a-vicher, ha gant Harzus Gang er rummad amatour. Ur sapre sonadeg zo bet gant Krismenn evit klozañ an nozvezh: “N’om gustumiñ deus an deñvalijenn”!

Gant ar bugel Fañch eo bet digoret ez-ofisiel ar fest d’ar Sadorn vintin. Arouez ar stourm evit hor yezh eo deuet ar paotrig da vezañ goude ma vefe bet difennet gant justis ar Stad C’hall skrivañ e anv gant un “~” war an “n” ! Lañset eo bet an arload Stal.bzh er pol niverel pa oa bac’het lod en eskape game “Prezeg ar Roue Morvan”, lod all o dibikouzañ gant un abadenn yoga hag ar re galonekañ o kemer perzh en tournamant mell-droad tredeoget e brezhoneg pe e c’hoari Sten. Preder zo bet ivez er vediaoueg gant taolioù-grenn troet war al liammoù etre yezh hag ekonomiezh, pedet ma oa bet Euskariz ar moneiz lec’hel Eusko evit magañ an eskemmoù.
Eus tramor e oa deuet arzourien ivez. Nag ur blijadur klevet sonerezh punk kanet e kembraeg gant ar strollad Chroma war al leur-Ñ ! Dañset eo bet ivez gant Denez a-raok kregiñ da vat gant ar fest-noz Kan ‘N Noz sal ar gouelioù. Arzourien a galite c’hoazh : War-Sav, Boz, Eben, Startijenn ha Cyril Atef. Ha Lunch Noazh, Dom Duff ha DJ Wonderbraz evit lakaat leun an divskouarn !

Un devezh evit ar familhoù oa bet aozet d’ar Sul. An abadenn loened Fur ha Foll zo bet diskouezet d’ar vugale a-raok na bignfent war al leurenn evit Bugale Kreiz Breizh. Ur c’hastell-c’hwezh ha koumoul sukr a oa evito ivez !
Open Street Map ha Wikimedia Commons zo bet kinniget ar pol niverel, kentelioù war ar prim er pol deskiñ, ur masterclass skrivañ pozioù e brezhoneg er vediaoueg, taolioù-krenn war al lennegezh, ar politikerezh hag an ekologiezh, an abadenn c’hoariva Spluj er Stal Vras gant strollad Piba ha filmoù e brezhoneg er sinema evel-just.
Gant ar strollad Ukan, loread an Taol-Lañs 2017 eo bet lañset ar sonadegoù. Tyto Alba, Pevarlamm zo bet o seniñ war al leurenn vras, anvet al “leur-Ñ”. Ha bec’h d’ar fest-noz goude-se gant Loeroù-ruz, Fleuves ha Beat Bouet Trio a-raok echuiñ an nozvezh gant elektro !