1000
arvesterien·ezed
0 loread·ez
An Taol Lañs
0
devezh gouel
0
stal
0 den
a-youl vat
0 litrad
bier
0
arzour·ez
0 eurvezh
labour
CEvel boaz, digoret eo bet GBB gant An Taol-Lañs. C’hoariet o deus ar strolladoù war al leurenn diavaez, war blasenn kreiz-kêr Langoned. Rannet e oa an arzourien en div rummad. Pep sonadeg zo bet filmet hag adkaset e live war radioù kevredigezhel lec’hel : RBG, RKB, Arvorig FM, Radio Naoned ha Radio Kerne… Skignet e oa an holl leurenn-lañs war-eeun war facebook evit an arvesterien n’int ket deuet.

Deuet eo ar maout gant strollad pop-rock Madelyn Ann er rummad a-vicher. C’hoariet o deus da c’houde, war leurennoù kevelerien al leurenn-lañs : ar FIL en Oriant e 2022, Yaouank bistro, Deus’ta, EHZ e bro euskadi…
D’an tu all, aet eo ar maout gant Garlonn er rummad “Dazont”. Ur c’hevelerezh nevez zo bet savet gant Mignoned ar Brezhoneg hag ar SMAC Echonova. Neuze, skoazellet eo bet e-pad 3 devezh er studioù an Echonova e Sant-Teve (56). Ar chañs he deus bet enrollañ un EP 3 kanaouenn en ur studio a-vicher.
D’ar Sadorn 3 a viz Gouere e oa ar strolladoù Talec-Noguet Quartet, Brieg Guerveno, Modkozmik, Rouyer-Ar Gall, Emezi, Digabestr hag Diridollou-Lavigne o soniñ. An arvesterien zo bet plijet bras ivez gant ar strollad kan liesvouezhiek oksitan “Lo Barrut”. Bezañ digoret da sevenadurioù all eo pouezus ivez evit ar Gouel.

3 leurenn c’hoariva e brezhoneg
Bodet eo bet muioc’h eget 110 den e sal ar gouelioù evit gwelout d’ar perzh c’hoari “War hent Youenn Gwernig” graet gant strollad Ar Vro Bagan. Er Stal Vras, ez eus bet ivez 60 arverster·ez d’an abadenn Klew Poupon evit ar vugale. Hag ar strollad Teatr Piba en deus kinniget c’hoariva chuchumuchet!

Kêriadenn ar brezhoneg
22 standoù, bodet asambles e kêriadenn ar brezhoneg : embannourien.ezed, dilhadoù e brezhoneg…

Atalieroù hag abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan : sirk, karaoké, c’hoarioù video, c’hoarioù a-stroll…

Sport a bep seurt Gouren, tournamant melldroad, Qi-gong : ar bloaz-mañ ar festival oa d’ar memes mare hag an tournamant istorel Gouren ar Mor-Bihan er Faoued. Ar brederourien.ezed an tournamant Sam Poupon (Skol Gouren ar Faoued) o deus kinniget dilerc’hiañ an darvoud evit lakaat anezhañ e Langoned e-kreiz GBB. Gortozet bras e oa an tournamant (gentañ ar bloaz) gant ar c’hourenerien : etre 200 ha 300 arvesterien zo deuet da sellout diouzh ar 18 gourener o kenstrivañ!

Taolenn-grenn
– “Labourer.ez douar ha bouzar”: un emgav e yezh ar sinoù galleg ha troet war-eeun e brezhoneg ha galleg.

– “Evit ma vevo hor yezhoù”: boded eo bet amañ oberourien.ezed an deskadurezh dre soubidigezh ha politikourien.ezed.

– “Treuzkas ar yezh er familhoù”: Katell Chantreau a kinnig he labour war he zezenn.

Ur masterclass zo bet graet ivez e-pad GBB gant 2 arzour·ez ar strollad Lo Barrut diwar-benn an doare liesvouezhiek da ganañ. Un atalier keodedel zo bet graet evit komz d’ar stourm a-enep ar raksoñjoù gant ar gevredigezh Difenn evit ar gevatalded merc’hed-paotred.