Gouel Broadel ar Brezhoneg a zo bet krouet en enor d’ar brezhoneg ha d’ar vrezhonegerien·ezed e-pad ar bloavezhioù 1970. Deuet eo ar gouel betek ennomp goude bezañ bet treuzkaset a remziad da remziad.
Un teulfilm dedennus kaer (20’) eo “Ar gouel ‘zo mat, ar stourm ‘zo tad”, sevenet gant Riwal Kermarrec, produet gant Frañs 3 Breizh, hag a ro ar gaoz da aozerien·ezed istorel ar gouel, da arzourien·ezed a vez klevet o kontañ pegen pouezus eo seurt darvoudoù evit ar re a grou e brezhoneg, da stourmerien·ezed all eus an hevelep luskad a zegas talvoudegezh politikel ar gouel da soñj an holl. Ul labour prizius ha talvoudus a zo bet kaset a-benn lakaat ar rummadoù stourmerien·ezed da brederiañ diwar-benn an treuzkas politikel hag ideologel.