Lennadennoù

Anavezet eo anvioù hor barzhed vrudetañ, Anjela Duval, Yann-Ber Piriou, Bernez Tangi, Naig Rozmor pe Per-Jakez Helias. Met meur a hini all a c’heller lenn en hor c’helaouennoù lennegel, brudet pe dianav, ne vern.
Ha brav eo bepred lenn pozioù brezhonek kizellet kaer pa vezer tal an tan, er goañv, goude koan. Met ken kaer all selaou ar pozioù-se distaget gant lusk ha ton, ha bezañ e kompagnunezh brezhonegerien all, c’hoant ganto rannañ ganeoc’h plijadur ar bommoù bet savet evit bezañ distaget goude ma vefent bet moullet.

Un dibab barzhonegoù a vo kinniget deoc’h :
· Ar Maen Du · Kestell traezh evit kezeg ar mor · Rimadelloù Padrig Hellen · Ar saouzanenn · Lorc’h ar Rouaned…

Barzhonegoù lennet a vouezh uhel dirazoc’h, evidoc’h da santout nerzh ar pozioù pa vezont distaget.
Met posupl e vo deoc’h ivez kinnig ma vefe lennet hini pe hini eus ar barzhonegoù a garit kement, trawalc’h e vo deoc’h kas anezho da GBB da geñver ar gouel, met gwelloc’h c’hoazh, kasit ho tibab d’ar chomlec’h mail festival@gbb.bzh evit ma c’hellfen al lennerien (Sten Charbonneau, Erell Beloni) pleustriñ war ar skridoù dibabet ganeoc’h

Leur Ñ

Sul 02.07

16 : 45

mont-tre gant ur bilhed

sonerion skritell GBB 2023 etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e Langoned