Ral a wezh eo bet klevet Sarah Floch o kanañ gant Fleuves war al leurenn ! Sonet e vo gete an tonioù embannet en o EP 5 blez ‘zo. Sonerezh elektro ha levezonioù jazz/rock gant sonerezh deus Breizh… Ken anavezet eo son Fleuves bremañ e vez leuniet ar salioù ganto e Breizh a-bezh. Ur sonadeg dibar liammet gant an dañs, an trañs ha digor war ar bed.