Madelyn Ann

Gant ur sonerezh etre pop ha rock, en ul lec’h bennak etre Tove Lo ha Coldplay emañ MADELYN ANN, ar strollad breizhek. Mouezh dous ha galloudus Madeline Anne ar ganerez a lak liv saoz pe skandinavek d’ar brezhoneg ha lakat a ra ac’hanomp da huñvreal. Gouniet he doa Madelyn Ann An Taol Lañs e GBB 2021. Pediñ a reomp anezhi 2 vloavezh goude, graet ez eus bet gant ar strollad un tamm hent. Gant he EP kentañ “War-Vor” a vesk pop ha sonerezh skañv e vez digoret gant ar strollad un hent nevez e bed ar sonerezh e brezhoneg. He c’hrouadennoù a zo levezonet da vat gant ar bed a-vremañ. Pa vez selaouet ouzh an tonioù n’eo ket diaes bout plijet gant ar brezhoneg pa vez implijet e-mod-se.

Leur Ñ

Sul 02.07

20 : 15

mont-tre gant ur bilhed

sonerion skritell GBB 2023 etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e Langoned