Ar re o devoa graet anaoudegezh gant Brieg Guerveno gant« ‘Vel ma vin », e albom kent, n’int ket prest da ankounac’haat ar c’hridiennoù a oa savet enno adalek ar c’hlotadoù kentañ. Hirc’hortozet eo neuze ar mare ma vo gallet klevet « Un noz a vo », e albom nevez, evit ar wech kentañ. Sintetizerioù modulel da vezañ bamet, pianoioù abisel teñval o sklêrijenn, kempennadurioù kerdin barok, toserezh sintetek pe toumperezh akoustikel, graet en deus e soñj Brieg Guerveno digeriñ frank dorioù e ene d’ar c’hempennadurioù hardizh. Ha vad a ra ! Rak ma oamp bet strobinellet ken aes ha tra gant sonaozadennoù diglink « ‘Vel ma vin », aze en em lezer da vezañ paket e titloù rankus, lies ha diseurt o c’hempennadurioù. Ur bladenn leun a startijenn eo « Un noz a vo » gant baladennoù akoustek er moz bihanañ ha kasadennoù harozel gronnet gant kerdin. Ur songwriting treantus, gwirion evel pa vije bet diframmet diouzh ar galon. En e yezh c’henidik, brezhoneg, e tigor e galon Brieg Guerveno gant kement a wirionded bepred. Awenet gant al lennegezh romantel eus an XIXvet kantved e talc’h da andennañ erv ur pop folk a-vremañ o klotañ da vat gant ar yezh vev-se hag a zo naturel dezhañ. War al leurenn e kan en-dro gant ul lodenn eus ar strollad en devoa graet berzh evel ma ouzomp. Ambient, trip-hop, folk ha tresoù rock difoupet eus latar Bristol, a ya d’ober ul live uhelek-kenañ lies e adskedoù evit an doniaoueg nevez-mañ.