War stand Ti ar vro Bro Kemperle e vo kinniget prantadoù tañva d’ar brezhoneg, d’an derouaidi, pe tud é krogañ gant ar brezhoneg : c’hoari get ar yezh, dizoleiñ gêrioù nevez ha stêr gêrioù anavezet dija ganeoc’h hag e vez gwelet tro-dro dezho er vuhez pemdeziek.
Digor e vo ar stand d’ar Sadorn ha d’ar Sul d’anderv, kemer a raio tro-dro 10 munutenn bennak, pe hiroc’h, hervez an dud, evit strolladoù betek 5 den.