Debriñ

Krampouezh gwinizh du, gwinizh gwenn, fritez ha silzig a vo! Fardet war al lec’h gant boued ar vro. Ar re na zebront ket kig na vezont ket disoñjet. Kasit ho listri ganeoc’h evit skoazell ac’hanomp digresk lastez an darvoud.

Paeañ

E Bilhederezh hag e Ti-bank ar gouel e vo moaien deoc’h paeañ gant pep doare : kartenn-vank, chekenn pe moneiz.
Ho pilhiji e c’helloc’h prenañ en a-raok evit mont buanoc’h d’ar gouel war Helloasso !
E kreiz-kêr Langoned e vez kavet ur bilhedaouer (Kef al Labour-douar). War ar gouel e vo graet gant Lurioù hepken. Moaien ‘vo deoc’h eskemm hoc’h euroioù e Ti-bank ar gouel.

Evañ

Bier (ar vro), Sistr (ar vro), chug frouezh (ar vro) ha dour pik-pik a ginnigomp deoc’h. Kasit ho kobeled ganeoc’h. Sur e chom kalz anezho en ho ti! Difennet eo ar gwer war ar gouel. 

Kampiñ

Un dachenn kampiñ ofisiel a vo e GBB. Nebell an dachenn sport e vo tu plantañ un deltenn gant ho mingoned·ezed ! Privezioù sec’h ha strinkadennoù a vo staliet eno ivez.

gens heureux danse GBB langoned

Publik

Donemat da bep hini e GBB !
Programm ar gouel a zo leun a abadennoù, c’hoarioù ha sonadegoù gouestlet ivez d’ar vugale !
Ne vo asantet feulster ebet na diforc’hidigezh ebet ! Lennit hor c’harta doujañs amañ.

Tud nammet

Plasoù parklec’h tost ouzh mont-tre ar festival a vo miret d’ar re a zo ur gartenn mont-dont enperzhiañ (CMI) ganto ivez.

Privezioù a-zoare a zo e mediaoueg Langoned.
Taol grenn ar mintin e yezh ar sinoù troet war ar prim e brezhoneg. 

public arvesterien GBB foule concert spectacle

Kenweturañ

Aliañ a reomp deoc’h kenweturañ evit doujañ ouzh an endro. Ar gwellañ tra eo evit beajiñ, eskemm e brezhoneg, paeañ ha saotrañ nebeutoc’h.
Kit war Bev.bzh evit kavout un oto leun a vrezhonegerien pe brezhonegerezed !
Bez’ ez eus ivez ur bajenn “darvoud” GBB war Mobicoop.

Chas

Difennet eo ar chas war ar gouel, ne vint ket asantet er bourk e-pad eurioù digeriñ ar festival. 

Bout a-youl vat

C’hoant ho peus profañ amzer labour da GBB? Bevañ ar fest e-kreiz ar jeu? Un dro-kaer 100% e brezhoneg? Posubl eo, kavet e vez an holl ditouroù war ar bajenn-mañ ☞

Kavout bod

Le jardin des érables20km eus kreiz-kêr
Read More
Chomlec'h : Marta, Bené
Darempred : 02 97 34 25 58
Chez Louisette9km eus kreiz-kêr
Read More
Chomlec'h : 24 rue des Cendres, Le Faouët
Darempred : 02 97 23 22 61
Hélène et Julien ASH11km eus kreiz-kêr
Read More
Chomlec'h : Guernanic, Gourin
Darempred : 02 97 23 44 13 / 07 81 25 10 67
Joëlle Libé11km eus kreiz-kêr
Read More
Chomlec'h : 15 rue de Carhaix, Gourin
Darempred : 02 97 23 58 36 / 06 84 79 05 45
Gîte des montagnes noires11km eus kreiz-kêr
Read More
Chomlec'h : 24 place Stenfort, Gourin
Darempred : 02 98 59 42 16
Previous
Next