Gourc’hemennoù d’an holl strolladoù tremenet en Taol-Lañs ! Un nozvezh brav a zo bet e Gouel Broadel ar Brezhoneg (GBB) ! Ar bloaz-mañ, 8 strollad o deus pignet war al leurenn evit kinnig deomp krouadennoù dibar kanet e brezhoneg 🥳
Aet eo ar maout gant :
• Plouz & Foen evit priz 1añ ar rummad « A-vicher »
• Amelik evit priz ar rummad « Dazont »
• Naon evit priz ar brezhoneg
• Tanork evit taol-fromm ar juri
Plouz & Foen hag Amelik zo bet dibabet gant juri an Taol-Lañs 2023 evit difenn ar c’hrouidigezhioù a-vremañ e brezhoneg. Skoazellet e vint e-pad 2 vloaz gant skipailh GBB & An Taol-Lañs. Profet e vo dezho sonadegoù hag ur skoazell gant tud a-vicher.
Gourc’hemennoù ivez da Vrak, Vindotalé, Miss Ninóg ha Dame Angèle !
Trugarez da Quinquis, prezidantez ar juri, ha d’an holl gevelerien : EHZ Festibala, L’Echonova, Collectif Tomahawk, Deus’ta!, Festival Interceltique de Lorient, Novomax, Radio Breizh, Radio Naoned, SKED, Skeudenn Bro Roazhon, Tafwyl, Ti Douar an Alre, Centre Culturel Yezhoù ha Sevenadur
Produet e Breizh hag e brezhoneg gant ♡
© Mignoned ar Brezhoneg – Pep gwir miret strizh – Menegoù lezennel