Amelik : eus ar solo d’an duo

18/12/2024

Aet ar maout gant Amelik en Taol-Lañs 2023 er rummad “Dazont” gant he c’hinnig oud (lud ar Reter) ha brezhoneg. Sioul ha saouzanet pa vez hec’h-unan war al leurenn evel he oa d’ar mare-se, diorret he deus he raktres o kejañ gant Moustapha Saouidi, tabouliner berber a son derbouka ha bendir a-benn kinnig ivez un daouad lusket mat. Gant skoazell An Taol-Lañs o deus enrollet asambles un tapadur e studio al Licorn Ruz e Roazhon hag a teuio er maez a-benn nebeut amzer. Skoazellet hon eus Amélie war un nebeud deiziad sonadegoù ha kenaozet hon eus asambles gant kevelerien an Taol-Lañs ur sonadeg Amelik duo e Roazhon e miz Gwengolo 2024 hag ur sonadeg solo e Gwened e miz Here 2024. C’hwitet ho peus anezho ? Tro ho po da gaout ur chañs all da selaou outi, hec’h-unan pe gant Moustapha : d’ar Yaou 23 a viz Genver 2025 er preti kevredigezhel Ty Pouce e Kemperle da vare ar festival Taol-Kurun aozet gant Ti ar Vro Kemperle d’ar Sadorn 8 a viz C’hwevrer 2025 er Mar’mousse e Plerin evit un nozvezh reiñ lañs d’an enskrivadurioù d’an Taol-Lañs 2025 lec’hioù all a-benn nebeut…
GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025