Maner Kernod

E Domani maner Kernod, e vez kavet ur maner a zo bet kroget da sevel er 15vet kantved, hag ur park 30 hektar. E-touez ar 5 lec’h meret gant Diazezadur publik ar c’henobererezh “Chemins du Patrimoine en Finistère”. O raktres sevenadurel a zo : lakaat war well ar c’hendalc’h, ar c’hemmadurioù ha troc’h gant ar amzer tremenet. Savet vez gete goulenn ar diforc’hioù, ar perzh ez eus tu degas etrezomp, ha liesseurted an natur hag ar sevenadur.

Ar greizenn teuliaouiñ ha enklask war al lennerezh dre gomz a zo bet degemeret er maner Kernod. Ul lodenn hag ar greizenn enklask brezhonek ha keltiek (UBO brest) eo. O ober enklaskoù war ar c’homzoù hag an dreuzell.

Enno e vez kinniget istorioù en ur lakaat war well o liammoù gant ar bed a-vremañ. Darvoudoù a bep-seurt a zo a-hed ar bloaz.
Diskouezadegoù liesyezhek a zo : “Quand la mer monte. Terre et cités englouties” e 2025, ha obererezhioù hanterouriezh : dizoleiñ ar gwezenn da skouer.

War evezh eo ar maner war ar monedusted, ha neuze d’un doare naturel eo bet dibabet ar maner Kernod evit degemer Gouel Broadel ar Brezhoneg e 2025.

Galv d'an donezonoù 🫶

Goude ar gwall-tan ez eus bet e Maner Kernod e miz Genver, ur galv zo bet lañset! Ur prof ez eus tu d’ober enlinenn evit sikour war labourioù ar Maner.
Laouen omp e vo dalc’het memes tra GBB e park ar maner, evit reiñ lañs ha degas buhez en-dro goude ar gwall reuz-mañ 🙌 Rak just a-walc’h : chom a ra digor al lec’h pa vez degemeret enno darvoudoù sevenadurel !
GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025