Ganet int e kreiz ar sonerezh hengounel, a-gevred gant binvioù mithik deus Breizh ha luskoù efedus. Tizhet eo an dud gant o son just, krai ha nerzhus. Kenderc’hel a ra ar strollad gwriziet hag hollvedel da gas an harzhoù pelloc’h ha da zizoloiñ tachennoù sonerezh nevez en ur zifenn hor c’hultur war al leurennoù pelloc’h er bed. Maget eo marc’h-du an trañs breizhad gant c’hwezenn hag energiezh an dañserien ha dañserezed, e sonadegoù bervidant ha dibar.