Taol-grenn “Naouegezh Artifisiel”

Un Naouegezh Artifisiel (NA) evit ar brezhoneg ? Evit ober petra ? Pa gomzer kalz eus ar spered artifisiel hiziv an deiz, e vez kaoz eus traoù nevez war tachennoù a-leizh, pe, er c’hontrol, e c’hall bezañ gwelet evel un dañjer bras, da skouer war dachenn ar c’hrouiñ arzel ? Hag evit ar brezhoneg ? Gant Mélanie Jouitteau (klaskerez er CNRS) ha Gweltaz Duval Gennoc (brezhoneger ar bloaz er Prizioù 2025 evit e labourioù war an niverel hag an naouegezh artifisiel) e vo graet ar poent war an araokadennoù a c’hell an NA degas evit ar brezhoneg (istitloù video, treuzskrivañ emgefreek, anavezout ar vouezh). Lusket e vo ar c’hendiviz e brezhoneg (troet war ar prim e galleg) gant Radio Kerne hag ar gazetennerez Laëtitia Fitamant.

Ti Forn

05/07/2025

16 : 00

mont-tre gant ur bilhed

GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025