KAOLILA

Ur son souezhus, rust ha birvidik evel ur werz rock, ha kizidik evel ar folk. Teir mouezh lugernus, amplaerioù diroll ha taboulinoù skrijus a zoug o sonerezh. A-dreuz poltredoù merc’hed e kont ar strollad o emgannoù war luskoù taer ha gwagennus. Rouanezed keltiek, morlaeron, rezistantezed eus Afrika pe peoc’hgarourien tramor. Tonioù gris ha heverk o kontañ istorioù karantez. KAOLILA a laka ur stil nevez, hag ur sonerezh pinvidik, gant startijenn punk. Ganet eo diwar harnez ur protest song ha melkoni ur blues hollvedel.

Leur Ñ

28/06/2026

18 : 45

mont-tre gant ur bilhed

GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025
GBB 2025 à Quimperlé du 04 au 06 juillet 2025