Bout a-youl vat

Un darvoud a-feson eo GBB evit komz brezhoneg ha kejañ gant brezhonegerien ha brezhonegerezed all ! Aon ho peus ne vefe ket uhel a-walc’h ho live ? C’hoant ho pefe pediñ mignoned·ezed ha na gomz ket brezhoneg ? Rit ket bilh ! Kinnig a rimp d’an holl a fell dezho un tañva d’ar brezhoneg a-raok kregiñ e-barzh.

Skipailh GBB a implij servij Volunteo.com — keveler ar festival — ur benveg a-feson evit degemer ha merañ ar youlidi. E brezhoneg eo bet troet al lec’hienn !

Kemer perzh en aozadur

GBB équipe organisation festival langoned

C’hoant ho peus kemer perzh e aozadur GBB ? C’hoant ho peus sikour ha pas hepken e-pad an tri devezh Gouel ? El lec’h mat emaoc’h. Adkavit amañ roll ar bodadoù labour ez eus, evit sevel un embann GBB. M’ho peus mennozhioù nevez hag ul lusk dispar e c’hellit kas ur postel d’ar chomlec’h-mañ : festival@gbb.bzh

Arabat bout souezhet, aozet e vez penn-da-benn ar festival e brezhoneg. Pal GBB eo prouiñ eo posubl ober pep tra e brezhoneg, neuze a vez dalc’het an emvodoù ivez e yezh ar vro. Koulskoude ma ouezit “demat” pe “kenavo” hepken, rit ket bilhoù, degemeret mat e vioc’h er skipailh tud a-youl vat e-pad ar gouel!

Rannañ a reomp ar youlidi e bodadoù labour evit tizhout gwelloc’h palioù ar fest. Doareoù disheñvel da vont er jeu, evidoc’h da gavout ho toare da gemer perzh e emdroadur ar fest! ♡

Bodadoù labour evit ma teuio brav gant GBB !

SkipailhProgrammiñ
Read More
Klaskit arzourien·ezed nevez ha kinnigit sonadegoù hag abadennoù e brezhoneg evit an embann GBB o tont.
SkipailhYoulidi
Read More
Degemer a ra ar bodad-mañ an dud a-youl vat e-pad ar Gouel. Met int a zo ivez o rannañ al labour, hag o prientiñ implij amzer pep hini.
SkipailhKehentiñ
Read More
A-drugarez d’ar bodad-mañ ez eus skritelloù nevez flamm evit pep fest. Ret eo ivez skignañ an darvoud ha kemer fotoioù ha videoioù e-pad ar gouel.
Skipailhingalded merc'hed-paotred
Read More
Evit kaout ur gwir ingalded etre merc’hed ha paotred ha pas nemet war al leurenn met ivez e-barzh aozadur ar Gouel eo ret kaout ur skipailh engouestlet-tre.
SkipailhAozañ
Read More
Ret eo d’ar bodad-mañ bezañ gouest da verañ ar skipailhoù hag ar bodadoù-labour all evit ma vo GBB ur gouel plijus!
Previous
Next

Mignoned ar brezhoneg

Heñchet eo GBB, Gouel Broadel ar Brezhoneg abaoe 2015 gant Mignoned ar Brezhoneg. Diorreiñ implij ar brezhoneg er vuhez foran eo pal ar gevredigezh. Unan eus kefridioù pennañ ar gevredigezh eo GBB. E-touez ur bern re all, troet tout evit emdroadur ar yezh.
M’ho peus c’hoant gouzout hiroc’h diwar-ben ar pezh zo e-kichen GBB, ha war ar c’hefridioù all heñchet gant mignoned ha mignonezed ar brezhoneg, heuliit ar gevredigezh war ar rouedadoù sokial! ♡
sonerion skritell GBB 2023 etre an 30 a viz Even hag an 2 a viz Gouere e Langoned